Prix public : 10,00 €
Eliane Ansquer he deus labouret he buhez-pad er friturioù etre 1975 ha 2020 e bro Douarnenez. Ma’z eo anavezet Emsavadeg ar pennoù-sardin (1924-1925) evit gounit ur gwenneg bennak ouzhpenn ha ma oa aet an trec’h ganto, eo ret, kant vloaz war-lerc’h, derc’hel da stourm evit ma vo doujet d’o gwirioù ha gwellaet o stad. Kontañ a ra Eliane Ansquer he buhez pemdeziek, an diaesterioù da gavout labour, ar vicher unton ha start a vrev ar c’horfoù hag ar speredoù met a ro joa a-vare-da-vare pa vez kreñv ar c’henskoazell hag ar vignoniezh. Menegiñ a ra ivez ar brezhoneg, komzet ganti en he bugaleaj, bet dilezet e-pad ur prantad hag addesket bloavezhioù goude, ur yezh a zegas frealz dezhi daoust d’an diaesterioù d’he derc’hel bev. Un testeni eus an amzer vremañ eo hemañ. Hep mar ebet, e talvezo da zegas da soñj pegen start ha kalet eo buhez tud ar friturioù.