Prix public : 14,00 €
War washaat ez a an enkadenn armerzhel e Hellaz e 2011. Tud pinvidik a chom c'hoazh er vro kouskoude met kalz diouto ne baeont ket tailhoù. Manifestiñ a ra an dud alies. C'haritos, ar c'homiser, a zo karget eus afer muntr ur surjian brudet a ouie gounit arc'hant diwar goust mererezh fall servijoù ar yec'hed. Un tailhanter a glask lakaat un tamm urzh er floderezh telloù gant doareoù dic'hortoz ha... nec'hus. Krog eo ar binvidion hag ar bolitikourion da vreskenn. Emañ ho puhez en arvar a zo eil levrenn un trifezh, heuliad Na baeit ket !